darempred

M'ho pez goulennoù diwar-benn ar prizioù treiñ amañ dindan pe traoù all kasit deomp ur gemenadenn dre ar formulenn-mañ ha respontet e vo deoc'h dizale.

Note : veuillez remplir les champs marqués d'un *.

PRIZIOÙ TREIÑ

Savet eo hor prizioù diwar rakprizioù hepken, dre an niver a c'herioù er yezh kein, dre dreziad pe dre eurvezh.

 

Ar prizioù-mañ a zo enne, nemet e vefe meneget ar c'hontrol er rakpriz : 

  • Tretadur dre veziant  eus an destenn orin diwar ur stumm fichennaoueg azas (Word, Excel, PowerPoint, OpenOffice, LibreOffice,...).
  • Enklask teuliaouiñ ha sevel ur c'heriaoueg.
  • Al labour treiñ.
  • Adwelet, difaziañ hag adlenn.
  • Degas d'an arval an destenn troet en he stumm orin.

Prizioù kresket ha rakpriz difer evit :

  • Labourioù mallus ha diouzh an noz.
  • Testenn orin kaset war ur skor diazas da dretiñ gant an dorn (paper,...).
  • Testenn orin dilennapl pe diaes da zisifrañ.
  • Merañ raktresoù liesyezhek.
  • Mizoù hent, mizoù predañ ha kousket.

 

Evel mikroembregerezh n'eo ket endalc'het EOG Treiñ d'an TGO ha ne c'hell ket e lakaat war wel war e fakturennoù neuze (mellad 293 B an DHT).